Théâtre

Skeulioù er C’houmoul

TEATR PIBA

jeudi 7 février 2019

Armorica Espace Culturel • Plouguerneau

E Sina e tremen an traoù. Da noz, Zao Ming a zigor e galon d’e vignon Shen You : ne chomo ket da louediñ pelloc’h er ger. Petra zo kaoz ? Sina eo zo kaoz p’emañ o cheñch ken buan. An arc’hant eo ar mestr bremañ ha war e dud ouzhpenn pa’z int erru sklav, ne reont ket war e dro ken. Mont a ra e vignon d’e heul. Mont a raint, a dro-gaer da eur ha dizeur, betek e penn all ar bed, ganto o barroù-livañ hag o gerioù a sikouro anezho da ober un depegn eus ar bed evel ma tro ha ’vel ma ijiner anezhañ.

"Chaque spectateur sera équipé d’un casque et assistera à la composition sonore de la pièce, orchestrée et interprétée par deux comédiens et un musicien/bruiteur au plateau. Le dialogue ainsi offert entre la texture des voix et des paysages sonores fabriqués en direct et les événements se produisant face au public sur le plateau doit permettre à l’imaginaire de chaque spectateur de s’approprier cet espace entre les gestes et les mots."

Thomas Cloarec, metteur en scène